Dastum kellidoù 2012/Troidigezh/Banniel disachañ

From Meta, a Wikimedia project coordination wiki
This page is a translated version of the page Fundraising 2012/Translation/Drop down banner and the translation is 100% complete.
NOTE TO TRANSLATORS

This letter is a new translation request, but re-uses large parts of

If these have been translated into your language, you can probably re-use much of it for this translation and hopefully a lot will be suggested with translation memory :-)

Texts

Banner

Lennerien Wikipedia ger : ni eo ar gevredad vihan diarc'hantus he fal a ra war-dro ar 5vet lec'hienn er bed. N'eus nemet 150 a dud er skipailh, met 450 milion implijer a servijomp, ha mizoù hon eus evel forzh pe lec'hienn veur : dafariaded roadennoù, tredan, feurm, goulevioù, ha koskor. Dibar eo Wikipedia. Evel ul levraoueg eo, pe ul liorzh foran. Par d'un azeuldi evit ar spered eo, ul lec'h ma c'hallomp mont evit prederiañ ha deskiñ. A-benn gwareziñ hon dizalc'hiezh, biken ne embannimp bruderezh. Ne zegemeromp arc'hant ebet digant Stad pe Stad. Diwar roadoù ez eomp en-dro, war-dro 20 € ar geidenn anezho. Mar bije roet gwerzh un tasad kafe gant kement den a zo o lenn ar gerioù-mañ, echu e vije an dastum kellidoù en ur ober un eurvezh. Mard eo Wikipedia talvoudus evidoc'h, kemerit ur vunutenn eus hoc'h amzer evit e zerc'hel bev e-pad ur bloavezh ouezhpenn. Mar plij ganeoc'h, roit skoazell dimp evit kaout an dizober eus an dastum kellidoù ha distreiñ da Wikipedia. Trugarez deoc'h.


Dropdown

Tu a vije bet din, pa 'm boa savet Wikipedia, da ober ur gevredad kenwerzhel anezhañ gant bannieloù bruderezh, hogen divizout a ris ober un dra bennak all. Mat eo ar c'henwerzh. N'eus droug ebet er bruderezh. Met e diavaez Wikipedia emañ e lec'h. — Wikipedia Founder, Jimmy Wales


Donation Box

Ho pet ar vadelezh da reiñ ar pezh a c'hallit reiñ evit ma vije echu gant an dastum kellidoù hiziv.


Legal info

Dre ho road e kenlodennit ho stlennoù gant Fondezon Wikimedia hag he fourchaserien servijoù e Stadoù-Unanet Amerika hag e lec'h all hervez hor politikerezh a zangelez e-keñver ar roadoù. Ur gevredad diarc'hantus eo ar Fondezon, ne bae tailh ebet er Stadoù-Unanet hervez al lezenn 501(c)(3), enrollet eo gant an niverenn 20-0049703. Evit gouzout hiroc'h, lennit hor politikerezh a-fed roadoù.


Tab

Serriñ