Translation requests/WQ/3/Br/3

From Meta, a Wikimedia project coordination wiki
< Translation requests‎ | WQ‎ | 3‎ | Br

Pajenn 3[edit]

Degemer mat
Ger degemer
Krouer
Krouer
Dezrevelloù
Rentaoù-kont
Raktresoù
Raktresoù
Kevredigezhioù
Skourroù
Gwask
Gwask
Etrebroadel
Etrebroadel
Notennoù dibenn
Notennoù dibenn
+
ar |

br | cs | de | en | eo | es | fr | he | it | ja | ko | nl | oc| pl | pt | ru | sr | sv | zh | simple | vi || +/-

Rentaoù-kont an Trimiziad


rod dantek Epikelc’hiek
rod dantek Epikelc’hiek


Tro-sell[edit]

Gant Anthere

Da stagañ ganti setu aze ur brassell war stad ar c’hef e dibenn 2004 :

Da 150,000 $ SUA eo savet hor c’horvoder e 2004 dre vras, tra m'eo savet an dispignoù da 123,000 $ dollar SUA. Gallout a rit kavout hon danevell arc’hant klok evit 2004 war lec’hienn an Diazezadur. Perzh heverkañ hol lusk arc’hantel e 2004 eo bet kresk spontus an ezhommoù. Dindan bloaz eo savet hor parkad servijerioù eus 3 da 50 ! Sklaer eo e talvez kement-se ur c’hresk ingal war ar mizoù er bloaz-mañ evit prenañ aveadurioù nevez gouest da skorañ da ezhommoù ar bann drafet.

Dalc’het e oa bet un emvod war ar budjed e deroù 2005 evit rakwelet kresk hon ezhommoù. Da-heul an istimadenn bet graet ez eus bet dalc’het e-doug miz C’hwevrer ur c’houlzad dastum arc’hant a-benn goleiñ an ezhommoù. Berzh zo bet graet ha rastellet ez eus bet ouzhpenn 90,000 $ dollar SUA.
Roadoù hiniennel eo a ya d'ober an darn vrasañ eus hon enkefiadurioù evit ar mare eus 5 $ SUA da 20 $ SUA. Deuet int gant lennerien ha kenlabourerien a briz al labour kaset da benn ganeomp. Berzh hor c’houlzad a laka ac’hanomp da soñjal eo posupl kenderc’hel da greskiñ o terc’hel d'en em harpañ war roadoù hiniennel.

Enkefiadurioù all a zeu dre skoaziadennoù ha sponsorien. Gant al Lounsbery Foundation eo bet grataet deomp hor yalc’had diwezhañ. Pouezusat ! Disklêriet eo bremañ Diazezadur Wikimedia evel public charity (kevredigezh a laz foran) ha distaoset eo bet gant an IRS. Setu a vroudo sur a-walc’h danvez diyalc’herien d'en em dreiñ davedomp. Dalc’het ez eus bet un emvod diwar-benn IRC evit komz eus kraf ar yalc’hadoù ha soñjet hon eus e klask ur merour yalc’hadoù evit an Diazezadur. Diwezhatoc’h en trimiziad ez eus bet grataet gant Gurunet, evit ar wech kentañ, ur yalc’had da Wikimania, an emvod etrebroadel kentañ aozet gant hag evit ar Wikipedourien (da vezañ dalc’het e miz Eost).

Gant hor peadra hon eus prenet un toullad aveadurioù teknikel e miz Genver. Gras da ginnigoù herberc’hiañ niverus degouezhet en trimiziad-mañ n'hon eus ket bet da brenañ kement a beriantoù ha ma oa bet rakwelet. Ar madoberour en doa roet ar pare servijerioù kentañ en deus roet tri all a vo herberc’hiet evit netra gant Lost Oasis a-barzh pell; kinnigoù all zo war studi ivez (gwelet kevelerien hag herberc’hierien Wikimedia). Ent resis e vez dalc’het kaozeadennoù gant Google, met n'eus ket bet skoulmet emglev ebet evit c’hoazh. Liesaat an niver a gevelerien eo ar pal dre vras, kement a chom digabestr; ha sevel emglevioù talvoudus war ur par teknikel.

Un dispign nevez eo ar goproù. Daou ziorroer darnamzer zo implijet gant an Diazezadur abaoe deroù 2005, Chad Perrin ha Brion Vibber. Divizet ez eus bet gant ar C’huzul implijout un den leunamzer evit labourioù sekretouriezh ivez (labour melestradurel, kas pakadoù er-maez, prenañ dafar burev, pellgomz). Lec’hiet e vo e Florida (SUA). Kaoz zo da enfredañ tud all met n'eus bet kemeret diviz ebet evit c’hoazh.

Aprouet eo bet e-kerzh emvod diwezhañ ar KM ar politikerezh doujañ d'ar brevezded war holl rakresoù Wikimedia. Troet e vo en holl yezhoù ha lakaet a wel d'an holl implijerien ha gweladennerien er sizhunioù o tont.

Evit echuiñ eo bet kreñvaet er sizhunioù diwezhañ saviad lezennel an Diazezadur gant krouidigezh ur bajenn lezennel evit kenurzhiañ ar c’haozeadennoù war an danvez-se.

Emvodoù ar c’huzul-merañ

Sellit ivez ouzh roll nevesañ ar goulennoù digor savet ouzh ar c’huzul.

 

Gwir[edit]

Ar razh-levraoueg (Der Bücherwurm) ; Spitzweg, Carl ; 1850
Ar razh-levraoueg (Der Bücherwurm) ; Spitzweg, Carl ; 1850

Hiviziken, gant ar soñj skoazellañ Diazezadur wikimedia da vont war-raok ez eus bet divizet kreizennañ ar pajennoù hag an teulioù gwiraouel a denn d'an Diazezadur. Dalc’het e vo memes tra ar pajennoù a oa war an danvez-se gant o liammoù diabarzh ha diavaez talvoudus diwar-benn ar c’hudennoù diskoulmet c’hoazh hag ar mammennoù. Kaset eo bet an eskemmoù hag ar c’heleier war bajenn lezennel meta-wiki. War ar bajenn-se e vo strollet ivez kement dafar lezennel a c’hallfe an Diazezadur pe ar skourroù lec’hel kaout ezhomm evit sevel goulennoù ouzh gwiraourien diavaez.

Ezhommoù gwiraouel boas an Diazezadur eo kement a denn d'ar gwirioù aozer, d'ar merkoù disklêriet, d'ar marc’haderezh, d'ar roadoù, d'an tailhoù, lezennoù ar c’hevredigezhioù hag ar paeroniañ. Rankout a reomp plediñ gant krafoù lezennel kement evit ar broioù dindan ar Common law (lezenn voutin) ha gant ar re dindan civil law (lezenn geodedel).


Creative Commons a zispak un aotre nevez evit ar wikioù[edit]

Gant Michael Snow (21 Meurzh)

Diñs "100 tu"
Diñs "100 tu"

Diriaou e oa bet kinniget ur stumm beta eus e aotre nevez savet a-ratozh evit ar wikioù gant Creative Commons, asambles gant krouidigezh ur wiki all gant Lawrence Lessig evit skoazellañ sevel ur stumm hizivaet eus unan eus e levrioù.

Evel m'eo bet displeget gant Lessig, gant an aotre nevez (bet anvet CC-Wiki), "kentoc’h eget goulenn ar gwirioù digant ar perc’henn anezho, e vezont goulennet pe ouzh ar perc’henn anezho pe ouzh ur framm merket" Hag ar framm merket-se a c’hallfe bezañ an aozadur zo mestr war ar wiki. Dezverket eo gant Lessig evel un doare all eus an aotre share-alike (rannañ kevatal) (CC-by-sa), kentoc’h eget un aotre nevez penn-da-benn.

Implijout a ra Lessig ur wiki ivez evit kenurzhiañ hizivadurioù eus e levr, Code and Other Laws of Cyberspace (Kod ha Lezennoù all ar Siberegor), bet embannet da gentañ e 2000. Ar wiki evit al levr, kaset en-dro gant JotSpot, a implijo an aotre CC-Wiki nevez, ha pa ne vefe ket ar stumm embannet dindan ur Creative Commons - war BusinessWeek en deus embannet Lessig ne oa ket bet gouest da lakaat e embanner, Basic Books, da sevel a-du gant un aotre a seurt-se.

Emplegadurioù evit Wikipedia a c’hallfe dont gant an aotreCC-wiki nevez rak ingal e vez klemmoù war an diaez m'eo implijout an GNU Aotre Teulioù Frank. Ouzhpenn n'eo ket kenglotus gant aotreoù Creative Commons a ra berzh. Evit diskoulmañ an aferioù liammet ouzh an doujañ d'an aotre, notenn implij gwirioù aozer Wikipedia a vroud al lec’hiennoù melezour da lakaat liammoù war-du ar pennad e kaoz e Wikipedia. Kaset en deus ar Wikipedour saoz Ram-Man kalzig eus e amzer en trimiziad-mañ o c’houlenn ouzh an dud d'ober gant lies aotreoù evit o degasadennoù, dre vras dindan ar GFDL hag unan eus aotreoù Creative Commons.

Ma, n'eo ket deuet mat raktres Lessig gant an holl evit kelo-se. Angela he deus kavet iskis an dibab da implijout ur meziant perc’hennet gant JotSpot evit herberc’hiañ wiki Lessig. Re all, en o zouez Jamesday, o deus kavet abeg en aotre CC-Wiki e-unan, dreist-holl abalamour da efedoù ar grataat gwirioù hiniennoù d'ur framm stroll. E mod beta emañ an aotre c’hoazh ha n'eus ket bet renet koazeadennoù sirius evit poent war an divoud da zegemer un aotre evel-se evit dafar Wikipedia.

 

Kenlabour[edit]

Pugnez divelfennek oc’h implijout stennder gorre an dour evit en em barañ.
Pugnez divelfennek oc’h implijout stennder gorre an dour evit en em barañ.

Un diverrañ eus ar c’henlabourioù[edit]

Emglevioù kenlabour gant aozadurioù all zo bet en trimiziad kentañ ha derc’hel a reomp da gas an tu-se war-raok. Herberc’hiet evit netra omp gant Belnet a bourchas ivez 22 Unanenn stokañ. Sinet eo bet an emglev-se nevez zo.

Kenlabourat a ra Kennisnet e meur a zoare. Da gentañ o sponsoriñ an diorroadur hag an imbourc’h war ar meziant ha, da eil, o kinnig un herberc’hiañ lec’hel hag o leuskel ac’hanomp da implijout o servijerioù. (Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar c’henlabour gant Kennisnet, s.o. Kennisnet, p. 7.)

Un emglev zo bet skoulmet gant Answers.com evit magañ anezho gant hor roadennoù war-eeun. Brion Vibber eo zo o labourat ganto evit lakaat an traoù e plas. Dedennet eo Ask Jeeves (ul lusker enklask) hag Opera (ur gompagnunezh merdeerioù Web) evit bezañ maget ivez. Diouzh e du, Amazon.com en deus diskouezet e fri met n'eus ket bet skoulmet emglev ebet ganto evit poent.

Kendivizoù a vez renet ivez gant perc’henned danvez all a-benn gellout enframmañ o danvez er raktres. Savet eo a-du Ajañs Europa evit an Endro evit disklêriañ Tezaorus Hollek ha Liesyezhek an Endro (GEMET) gant un aotre kenklotus gant e implij war Wikeriadur; Voice of America zo savet a-du evit ma vo implijet 5000 termen eus e Sturlevr Distagañ war Wikipedia; hag embannerien orin Katalog an Douar zo mat dezho lakaat danvez 5 bloaz kentañ o c’hatalog e kerz Wikiarroud ha (hizivaet, frammet mod ar wiki) Wikilevrioù.

Kaoz a ya en -dro a-hend-all gant un dousennad kinnig herberc’hiañ all, bras pe vihan. Lod zo temptus, lod all a venn kaout degouezhioù kenvarc’haderezh, hag all. Evit ar mare e lavaromp d'an darn vrasañ anezho ez omp dedennet met ne vimp ket prest, en ur c’heñver teknikel, ac’hann d'un nebeud mizioù ; setu m'eo mat komz bremañ met ne vo kemennet netra nevez a-raok pell. Da gentañ e rankomp aozañ an emglevioù nevez skoulmet ha kemer hon amzer d'en em soñjal ha da aozañ hon traoù, kentoc’h eget labourat diwar dizh.

Rekord gwerzh evit DVD Directmedia Wikipedia en alamaneg[edit]

golo an DVD en alamaneg
golo an DVD en alamaneg

Da-heul berzh CD Wikipedia en alamaneg ez eus bet divizet gant an embregerezh alaman Directmedia embann un doare DVD. Diazezet eo an DVD war ur stumm eus ar wiki eus an 3 a viz Meurzh, bet c’hwennet fonnus a-benn tennañ dioutañ kement a c’halle mont a-enep d'ar gwirioù aozer, ar vandalerezh hag ar patromoù, talvoudus hepken evit doare enlinenn Wikipedia. Titouroù buhezel frammet ouzhpenn, un dra a oa bet degaset er CD, zo bet lakaet evit muioc’h a dud.

203,000 pennad ha miliadoù a skeudennoù a ya d'ober an DVD. E-barzh e kaver meziantoù evit furchal ennañ gant ur c’hlask klok ha prim en testennoù. Tu zo ivez da sevel notennoù, lakaat sinedoù, hag all. Soñjet eo an DVD evit treiñ war Windows, MacOS ha Linux; ha pa vefe nevez ha war ziorren hemañ diwezhañ c’hoazh.

Ar gwerzh gwellañ war ar meziantoù eo bet an DVD evit Amazon Alamagn an deiz goude dont er-maez. Daou zevezh war-lerc’h e oa bet peurwerzhet an 10,000 skouerenn anezhañ ha ret e vo adembann anezhañ. Prest e vo en-dro a-benn un nebeud sizhunvezhioù.

Pakadoù roadennoù a gaver ivez en DVD evit Tomeraider ha Mobipocket. Gallout a ra bezañ staliet war PDA hag ur CD-ROM bonus" zo ivez. Ur CD bootable LAMPPIX-CD eo, ennañ ur servijer Apache, un bank roadennoù MySQL ha Mediawiki. Staliet e vez Mediawiki war-eeun eus ar CD-ROM a c’hallit loc’hañ gantañ evit tizhout ouzhpenn 200,000 pennad gant ho merdeer web.

ISBN an DVD zo 3-89853-020-5; koustañ a ra 9.90 Euro ha gallout a ra bezañ urzhiet el lervrdioù en Alamagn, Aostria ha Suis. Pep DVD gwerzhet a zegas 1 euro da Wikimedia Alamagn. Evit netra e c’haller kaout an DVD hag ar CD-ROM gant skeudennoù ISO, dre rouedadoù P2P ha war meur a servijer FTP, kement a skignañ anezhañ ar muiañ posupl.

Darempredoù diavaez[edit]

Maskloù eus Guatemala
Maskloù eus Guatemala

Gouestlañ a ra ar c’huzul muioc’h mui a amzer d'an darempredoù diavaez. O veajiñ emañ Jimmy Wales, pe dreist diraez, aliesoc’h aliesañ pedet ma vez da gomz dre ar bed-holl. Evit kaout un tañva, n'eus ken nemet teurel ur sell ouzh e zeiziataer. Angela hag Anthere o deus sammet o lod a brezegennoù ivez, nevez zo e PixelAche evit Anthere e-pad meur a zevezh diouzh renk hag evit Un degad tresañ ar Web evit Angela). Evit gouzout hiroc’h war ar prezegennoù, kaozeadennoù ha pennadoù kazetennerezh liammet ouzh se, s.o. Gwask (p. 6) hag Etrebroadel (p. 7).

Strivoù zo bet graet er mare-mañ evit gwellaat hon dibab prezegennoù. Krouet he deus Anthere un tamm skrid brudañ e galleg gant Notafish evit emvod an TIC21 e Genver 2005. Diwezhatoc’h he deus savet Elian ur strobad levrigoù brudañ da vezañ troet evit emvod Fosdem.

Jimmy Wales ha Howard Rheingold [1] e Stanford University [2].
Pakadenn skramm eus ur video [3] gant Alterego.

Dastumad klok an dafar brudañ a c’hall bezañ kavet e teir rann, evit ar c’hinnigoù, ar brudañ, hag al levrigoù. Kavet e vez bremañ an darn vrasañ eus an titouroù-se e saozneg, alamaneg, galleg ha nederlandeg. Na dermit ket evit treiñ anezho e yezhoù all.

 

Arc’hant[edit]

Gant Maveric

Kartennoù kred
Kartennoù kred

Etre ar Gwener 18 C’hwevrer hag ar Yaou 1 Meurzh 2005 eo bet dalc’het ar c’houlzad dastum arc’hant kentañ.
Lakaet e oa bet da bal rastellat 75,000 $ SUA evit bastañ da zispignoù rekis budjed 2005. Soñjet e oa bet e penn-kentañ lakaat ar c’houlzad da badout 3 sizhunvezh; fonnus omp aet en tu all d'ar pal avat hag echuet eo bet ar c’houlzad 9 devezh a-raok an termen. Ur wech graet ar c’hontoù e oamp aet en tu all eus hor pal eus 26%, hag ar sammad hollek dastumet a save da 94,648.70 $ SUA. Gallout a reer kaout un dielfennadur eus ar roadoù dre ar munud. Dre vras :

  • 76.44% (72,352.01 USD) dre PayPal
  • 21.18% (15,254.66 Euro | 20,046.15 $ SUA) dre Wikimedia Alamagn.
  • 1.22% (1,155.00 USD) dre ar post
  • 1.16% (1,095.54 USD) dre MoneyBookers

E miz Kerzu tremenet ez eus bet grataet deomp gant al Lounsbery Foundation 40,000 $ SUA evit ar mizoù prenañ binvioù evit trimiziad kentañ 2005. Gras d'ar yalc’had-mañ koublet gant an arc’hant savet e-kerzh ar c’houlzad hon eus gallet prenañ evit 75,000 $ SUA a vinvioù stlenn.

20,000 $ SUA zo bet lakaet a-gostez e ken kaz e ve ezhomm da brenañ binvioù ouzhpenn pe/ha da baeañ evit raktresoù diorren. Bet eo ivez an trimiziad kentañ m'eo bet koust hollek an herberc’hiañ war chouk an Diazezadur ; 16,000 $ SUA eo koustet deomp. An 20,000 $ SUA dreist ar pal dastum zo bet postet en armerzh.

Daou implijad zo d'an Diazezadur bremañ : un trezalc’her urzhiataerezh darnamzer hag un diorroer leunamzer. Pourchaset eo an 8.000 $ SUA ret evit an diorroer gant ar c’hevratoù sinet gant ar melezourioù ofisiel. Tennet eo ar 1,500 $ SUA evit an trezalc’her eus hor budjed.

Poentoù budjed all : 5.000 $ SUA evit beajiñ, 500 $ SUA evit anvioù domani, 2,500 $ SUA evit frejoù melestradurel, 500 $ SUA evit klask arc’hant hag en em vrudañ, ha 1.000 $ SUA evit dispignoù a bep seurt.

E-touez ar skourroù, n'eus bet nemet Wikimedia Alamagn o kaout un danevell vudjed dezhañ e-unan ; s.o. Skourroù, pajenn 5 evit ar munudoù.  

Grataet ar statud 501(c)(3) da Ziazezadur Wikimedia

Lizher 501(c)3 da Ziazezadur Wikimedia Inc
Lizher 501(c)3 da Ziazezadur Wikimedia Inc

Goude hirc’hortoz mizioù-pad eo bet grataet, a-benn ar fin, ar Statud 501(c)(3) a laz foran (distaoset) d'an Diazezadur gant an IRS (Internal Revenue Service/Servij Korvoder evit an Diabarzh. Hiviziken e c’haller diskontañ ar roadoù graet da Wikimedia eus e dailhoù er Stadoù-Unanet. Barrek eo bremañ an Diazezadur da resev legadoù a bep seurt (teulennoù bank, treuzkasoù, profoù...). Mezheven 2003 eo an deiz kregiñ evit an distaosañ (deiz krouidigezh an Diazezadur), ha kildalvoudek penn-da-benn eo ar statud. M'hoc’h eus roet traoù d'an Diazezadur en amzer dremenet e c’hallit disklêriañ ar roadennoù-se.  

Yalc’hadoù[edit]

Dalc’het e oa bet hon emvod war ar yalc’hadoù war IRC e miz C’hwevrer. E-tro 10 den o doa kemeret perzh. Diouzhtu war-lerc’h e oa bet goulennet ur yalc’had ouzh an UNESCO IFAP evit harpañ savidigezh ur geriadur hollvedel. Nac’het eo bet.

Just goude ez eus bet grataet deomp ur yalc’had a 5000 EUR gant Kennisnet, un aozadur deskadurezh nederlandat, evit ur raktes damheñvel (evit kaout ur rentañ-kont klok diwar-benn ar yalc’had hag an efedoù anezhi s.o. Kennisnet ha Wikimedia, p. 7).

Wikimania harpet gant GuruNet[edit]

Bob Rosenschein eus GuruNet en deus asantet bezañ sponsor kentañ Wikimania gant 30.000 EUR. A-du-kenañ eo gant palioù madoberour Wikimedia hag emvataat a ra e embregerezh, evit darn, diwar adimplijout dafar Wikipedia.

Savet eo a-du Socialtext, un gompagnunezh diorren an deknologiezh wiki evit sponsoriñ ar c’hendalc’h betek 5.000 EUR; o toullañ kaoz e oamp gant danvez sponsorien all e-tro dibenn Meurzh.  

Diorroadur teknikel[edit]

Gwiskadoù LCD
Gwiskadoù LCD

Barroù gorrekaat zo bet e Genver ha C’hwevrer hag, ur wech, ez eus bet ranket serriñ holl lec’hiennoù Wikimedia. Meur a abeg zo bet. Servijerioù zo zo chomet sac’het; ken nemet en trimiziad kentañ eo bet ingalet 10 mekanik er c’hluster pennañ; ha derc’hel a ra an tremenerezh da greskiñ. E c’hwevrer ez eus bet ur c’hwitadenn dredan hollek er sanailh. Ranket ez eus bet paouez ha chom gant an doare 'lenn hepken' e-pad daou zevezh. E deroù an eil trimiziad e oa barrek en-dro an holl servijerioù pe dost ha tres vat zo war ar c’hluster bremañ.

Nevez zo eo bet savet al LiveJournal gant an diorroerien evit eskemm war kudennoù ar servijerioù gant ar gumuniezh. Setu aze boued ouzhpenn evit ho kenstrober RSS.

C’hwitadennoù tredan[edit]

Daou vell troc’h tredan zo bet en trimiziad kentañ. Ar c’hwitadenn gentañ, e-tro an 21 C’hwevrer, zo deuet da-heul ur c’hwitadenn dredan doubl: div vammenn dredan disheñvel eus hor penn kluster zo bet lazhet war un dro hag unan eus afelloù diabarzh hor sanailh zo chomet boud. Breinet eo bet bankoù roadennoù zo gant an troc’h tredan trumm ; ne glote ket mui ar bank en deus treuzvevet gant hini ar pennservijer ha bec’h d'an daou ziorroer e-pad tost daou zevezh evit adpakañ an holl roadennoù. E-keit-se e oa bet adlakaet al lec’hienn e doare lenn hepken goude un nebeud eurvezhioù.

Fazi mab-den zo bet kaoz eus an eil c’hwitadenn d'ar 16 Meurzh. Leun e oa unan eus pladennoù kalet ar bank roadennoù pennañ ; n'halle ket mui ar bankoù sklav bezañ hizivaet. P'eo c’hoarvezet e oa blin c’hoazh ar pennservijer diwar an taol kentañ ha ne oa ket peurheñvel ar bankoù sklav. Amzer d'ober lec’h war ar bladenn galet ar sklav nevesañ a oa dija meur a eurvezh dale gantañ. E-tro eizh eurvezh a lenn hepken zo bet ezhomm evit adsinkronekaat ar bankoù roadennoù.

Krubuilhoù staliet e-tro Pariz[edit]

Danevell gant David Monniaux.

An tri mekanik e-kreiz eo hor servijerioù.
An tri mekanik e-kreiz eo hor servijerioù.

E Kerzu 2004 e oa bet staliet ar servijerioù profet da Diazezadur Wikimedia e burevioù Telecity en Aubervilliers e diavaez Pariz e Frañs. Lost Oasis ar pourvezer gall a ro ar moned d'ar rouedad. E Genver e oa echu staliañ ar meziant ; ranket ez eus bet diluziañ un nebeud kudennoù memes tra.

Evit ar 1 Ebrel 2005 e oa er c’hrubuilh stlennoù e saozneg hag e galleg, ha stlennoù liesvedia ivez (skeudennoù, sonioù...), evit an implijerien lec’hiet e Belgia, Frañs, Alamagn, Luksembourg, Suis, ha Breizh-Veur (stadegoù pemdeziek dre vro). Setu penaos ez a ar c’hrubuilhoù en-dro : m'emañ ar bajenn goulennet en o memor lec’hel e vo servijet war-eeun ; a-hend-all e kasont ar reked d'ar pennservijerioù e Florida, hag e eñvoront ar respont pa dremen dre merdeer an implijer. Dre vras, evit ar roadennnoù testenn eo krubuilhet 80 % eus ar monedoù (da lavaret eo servijet war-eeun) ; sevel a ra an dregantad da 90-95 % evit ar monedoù d'ar skeudennoù. En doare ma ya meziant Mediawiki en-dro ez eo krubuilhet kalz gwelloc’h ar stlennoù evit an implijerien dianav : evit gwir evit an implijerien enskrivet e rank an holl bajennoù tremen dre Florida.

Doubl eo interest ar c’hrubuilhoù :

  • Da gentañ e tisammont karg pennservijerioù Wikimedia Florida. Ret eo deomp prenañ hor bann drafet (barregezh ar rouedad) evit Florida tra ma c’hallomp kaout tammoù bannoù drafet bihanoc’h e lec’h all.
  • Da eil e lakaont ar furchal da vezañ efedusoc’h ha primoc’h (respontusoc’h), da nebeutañ evit an implijerien dianv. Forzh pe moned da servijerioù Florida adal Europa a c’hall padout 100-150 ms mont-dont; gant se adpakañ ur bajenn glok a c’hall goulenn ur rann bras a-walc’h eus un eilenn, ha pa respontfe ar servijer kerkent. Servijerioù Pariz, eus o zu, o deus amzerioù mont-dont kalz berroc’h evit ar broioù servijet ganto.

Talvezout a ra krubuilhoù Pariz da daol-esae evit diorroadurioù da zont ar c’hrubuilhoù a zo war studi ganeomp. Anv zo, da skouer, a cheñch ar meziant krubuilhañ a-benn digreskiñ ar garg war ar c’hrubuilhoù. Gant an holl vroioù servijet ganto evit poent eo karget ar mekanikoù e-tro 80-95% ; gwall gozh eo ar mekanikoù-se avat. Forzh penaos eo ret deomp gwelet penaos e c’hallfemp ober evit kreskiñ an efeduster ha gwellaat ar feurioù krubuilhañ. An dalc’h eo e koll ar c’hrubuilhoù muioc’h a c’halloudezh en ur eskemm roadennoù etrezo eget na zere.

Deuet eo MediaWiki 1.4 er-maez[edit]

MediaWiki
MediaWiki

stabilaet eo bet MediaWiki 1.4 d'an 20 Meurzh 2005. Adal Kerzu 2004 e oa bet tu da implijout stummoù Beta. Se a dalvez eo bet divanket an darn vrasañ eus an drein hag e c’hall an diorroerien gouestlañ o amzer war ar stumm o tont. Implijout a raio MediaWiki 1.5 ur chema gwellaet evit ar bank roadennoù. Kreñvoc’h e vo. Kodoù dedennus nevez zo ivez evit gwellaat ar c’hrubuilhañ pajennoù : heñvel e vo tres pajennoù an implijerien enskrivet gant re an implijerien dianav ar pezh n'eo ket gwir c’hoazh gant 1.4.

Herzel ouzh ar proksioù digor[edit]

Abaoe an 28 Meurzh 2005 e vez harzet ent emgefre gant Wikipedia ar c’hemmoù a zeu eus proksioù digor. Emeur c’hoazh o testañ an doare, gallout a rit lenn ar munudoù war herzel proksioù war Meta-wiki.

Jimmy Wales a c’houlenn muioc’h a ziorroerien e FOSDEM[edit]

En e brezegenn zigeriñ kendalc’h FOSDEM 2005 e Brusel en deus Jimmy Wales galvet kumuniezh an diorroerien da reiñ he skoazell evit harpañ tu teknikel mont en-dro Wikipedia. Er sizhun ziwezhañ ez eus bet embannet burutelladennoù diwar-benn e evezhiadennoù e meur a lec’h war w:en:Wikipedia:Wikipedia Signpost/2005-03-07/FOSDEM.

 

Stadegoù war ar raktres[edit]

Paper enrollañ
Paper enrollañ

Nav raktres Wikimedia oberiant zo evit poent. Ar "gont yezhoù" a-is a ra dave d'an niver a yezhoù gant 5 pennad da nebeutañ.

  • Wikipedia (kelc’hgeriadur, abaoe Genver 2001): 134 yezh, 50,000 aozer, 1.6M a bennadoù, 27M a liammoù diabarzh [4]
    Saozneg : 6,000 aozer, 400K pennad, 10% implijer nevez/viz;
    Alamaneg : 2,000 aozer, 250K pennad
  • Wikeriadur (geriadur/tezaorus, abaoe Kerzu 2002): 70 yezh, 1,000 aozer, 170K pennad [5]
  • Wikiarroud (dastumad arroudennoù, abaoe Gouere 2003): 30 yezh, 500 aozer, 11K pennad [6]
  • Wikilevrioù (levrioù testenn/dastumad dornlevrioù, adal Gouere 2003): 37 yezh, 1100 aozer, 12K pennad [7]
  • Wikikeloù (porched keleier, abaoe Du 2004): 11 yezh, 290 aozer, 3,200 pennad [8]
  • Wikimammenn (kavlec’h mammennoù orin, abaoe Du 2003): 50 porched yezh, 300 aozer, 15K pennad/teul [9]
  • Meta (kenurzhierezh Wikimedia, adal Du 2001): 33 porched yezh, 800 aozer, 3.2K pennad [10]
  • Wikicommons (kavlec’h Media, abaoe Gwengolo 2004) : 520 aozer, 8.4K pennad, 60K restr media [11]
  • Wikispesad (kavlec’h spesadoù, abaoe Gwengolo 2004) 42 aozer, 2.8K pennad [12]


Kemennet ez eus bet gant Erik Zachte un doare nevez d'ober war-dro ar stadegoù evit an trimiziad-mañ. Gortozet e oa. Ranket ez eus bet labourat daou zibenn-sizhun evit hizivaat ar skriptoù evit furmad nevez ar bank roadennoù. Gwellaet eo bet an doare e meur a geñver gant ar stadegoù nevesañ o tont war wel da gentañ hag anv ar yezhoù e-barzh taolennoù keñveriañ.

Doareoù nevez:

Biñs-tro un ATR-72
Biñs-tro un ATR-72
  • Kontoù kavet dre rumm pajennoù : [13]
  • Dregantad a bennadoù rummet (memes url hag a-us)
  • Gwezennadur urzhazet ar rummadoù dre Wikipedia (lod zo bras-spontus!): [14]
  • Tro-sell war wikilevrioù: Rannbennadoù ha kontoù dre levr

Dastum a reer grafikoù EasyTimeline evit pep yezh war Wikipedia ; rollet eo a-gevret gant kod ar yezh. Gallout a ra servijout evit deskiñ an ereadurezh. Gant se e c’haller kavout ivez traoù prizius war wikipediaoù all a dalvez ar boan bezañ troet. Ma n'eo ket un ebat krouiñ un daolenn stadegel adal an deroù, n'eo ket un afer diorren, reizhañ pe treiñ grafikoù zo anezho dija.

Wikipedia zo brudetoc’h eget...
Hervez Alexa Internet, e Meurzh 2005, e oa brudetoc’h Wikipedia eget Altavista, Excite, Walmart hag Amazon UK; war an hent emañ da dremen a-us da Reference.com ha d'an New York Times.