Keleier Wikimedia, miz Genver 2013

From Meta, a Wikimedia project coordination wiki
This page is a translated version of the page Wikimedia Highlights, January 2013 and the translation is 92% complete.
Outdated translations are marked like this.

Keleier digant Danevell Fondezon Wikimedia ha Danevell Ijinerezh Wikimedia evit miz Genver 2013, gant un dibab eus darvoudoù luskad Wikimedia pouezus all.

Keleier

Logo IdeaLab

Ur raklun nevez o kinnig yalc'hadoù evit raktresoù gant Wikimediaourien hiniennel

D'ar 15 a viz Genver e voe roet lañs da raklun Yalc'hadoù an Emouestl Hiniennel ar Fondezon. Da aozadurioù evel skourroù e oa aet an darn vrasañ eus yalc'hadoù WMF betek-henn ; kentodennoù a-berzh Wikimediaourien hiniennel pe skipailhoùigoù evit gwellaat ar raktresoù Wikimedia a vo kellidet gant ar raklun nevez. Betek ar 15 a viz C'hwevrer e padas predad kentañ an emginnigoù. 31 mennozh, raktres hag erbedadenn a voe kinniget a-hed an div sizhunvezh kentañ. Un "IdeaLab" zo bet savet, ma c'haller breutaat diwar-benn ar c'hinnigoù, ha tu zo d'an emstriverien kaout skoazell evit kas o mennozhioù da raktresoù klok.

Dafariadoù Fondezon Wikimedia

Emdizh war-du ar stlenngreizenn nevez kaset da bennvat

D'an 22 a viz Genver e voe Wikipedia hag holl lec'hiennoù all Wikimedia treuzkaset da stlenngreizenn nevez ar Fondezon en Ashburn, Virginia (SUA). E Tampa, Florida, e oa bet ar stlenngreizenn abaoe 2004 ; war elum e chomo evit sammañ ar garg e ken degouezh ma vije sac'het ar greizenn nevez. Ne voe koulz lavaret kudenn e-bet e-kerzh an treuzkas, a-drugarez d'al labour prientiñ a oa bet graet gant evezh abaoe 2011, da lavar ar skipailh kalvezel : adwelet, gwellaat ha renabliñ neuziadur an dafariadoù (war-dro 885 anezho er mare-mañ) en doare en devoa gwellaet ar stabilded e 2012 hag a aesaio ar sevel stlenngreizennoù nevez kalz buanoc'h.

Ur c'hevelerezh nevez a astenn diraez Wikipedia Zero da 330 milion a implijerien pellgomzoù hezoug

VimpelCom, ar 6vet rouedad brasañ pellgomzoù hezoug er bed, em lakaas er raktres Wikipedia Zero e miz Genver, o tegas 100 milion a implijerien pellgomzoù hezoug a c'hallfe tizhout Wikipedia en un doare digoust ; 330 milion anezho zo er bed bremañ. Rusia, Ukraina, Armenia ha broioù all eus an ez-URSS zo e-touez ar broioù a vez dafariet gant VimpelCom.

Logo Wikivoyage

Wikivoyage eo ar raktres Wikimedia nevesañ

D'ar 15 a viz Genver, 12vet deiz-ha-bloaz Wikipedia, e voe Wikivoyage loc'het ez-ofisiel evel raktres nevesañ Fondezon Wikimedia. E nav yezh dija e c'hall forzh piv lenn ha kemmañ ar sturlevr-beajiñ digoust — alamaneg, galleg, italianeg, nederlandeg, portugaleg, rusianeg, saozneg, spagnoleg ha svedeg — hag emeur oc'h ouzhpennañ reoù all. Tremen 50 000 pennad zo e Wikivoyage, a vez kemmet ha gwellaet gant ur graoñell war-dro 200 emouestlad enni.

Stlennoù ha luskadoù

Gweladennerien hiniennel dre ar bed e miz Kerzu :

472,6 milion (-2,46% e-keñver miz Du ; +3,39% e-keñver warlene)
(stlennoù comScore evit holl raktresoù Fondezon Wikimedia ; e miz C'hwevrer e vo embannet stlennoù miz Genver gant comScore)

Goulennoù pajennoù evit miz Genver :

22,2 milmilion (+10.3% e-keñver miz Kerzu ; +23.4% e-keñver warlene)
(Stlennoù lugadennoù an dafariad, holl raktresoù Fondezon Wikimedia, tizhadennoù dre bellgomz hezoug en o zouez)

Implijidi kevreet hag oberiek evit miz Kerzu 2012 (>= 5 embannadenn dre viz er pennadoù, hep Bots) :

78 536 (-1.04% e-keñver miz Du / +0.09% e-keñver warlene)
(Stlennoù an diaz-ditouroù, holl raktresoù Fondezon Wikimedia. Notenn : nevez zo e resisajomp ar muzul-se dre lakaat Wikimedia Commons er gont, koulz hag an obererezh a-dreuz meur a raktres.)

Kartenn-danevellañ (enni lies stlennoù feurjedet ha luskadoù war divoud raktresoù WMF) evit miz Eost 2012:

http://reportcard.wmflabs.org/

(Termenadurioù)

Kellid

Berniad enkefioù hag ezkefioù Fondezon Wikimedia e-keñver ar Raktres, d'an 31 a viz Kerzu 2012
Ezkefioù berniet Fondezon Wikimedia dre gargoù, d'an 31 a viz Kerzu 2012

(Evit Kerzu 2012 hepken emañ ar stlennoù kellidel da vare an danevell-mañ.)

Evit ar mareadoù 01/12 — 31/12/2012 ha 31/12/2011 — 31/12/2012 eo ar stlennoù kellidel a zo embannet amañ.

Enkefiad $30,916,665
Ezkefiad
Rann an Ijinerezh $6,289,609
Rann an dastum kevalaoù $2,039,275
Rann ar yalc'hañ hag ar raktresoù $2,390,621
Rann al leviadur $364,699
Rann Gwir/Breutadennoù ar gumuniezh/Bruderezh $1,557,154
Rann Kellid/Loazioù denel/Melestradur $2,820,212
Sammad an ezkefiadoù $15,461,570
Sammad ar gounid (ar c'holl) $15,455,095
  • $14,30 MM eo enkefiad miz Kerzu e-keñver ar rakjed a $14,41 MM, war-dro *109 k pe 1% dindan ar rakjed.
  • $30,92 MM eo enkefiad ar bloavezh, e-keñver *29,91 MM rakjedet, war-dro $1,01 MM pe 3% dreist ar rakjed.
  • $2,70 MM eo an ezkefiadoù evit miz Kerzu, e-keñver $3,14 MM rakjedet, war-dro $433 k pe 14% dindan ar rakjed, ar pennabeg o vezañ un digresk en dispignoù evit an implijidi, er re evit ar c'hevala hag er re evit ar beajoù, damgempouzet gant ur c'hresk en dispignoù gwirel, er mizoù bank hag er c'hevratoù evit gwazioù diavaez.
  • $15,46 MM eo an ezkefiad evit ar bloavezh, e-keñver $17,78 MM rakjedet, war-dro $2,31 MM pe 13% dindan ar rakjed, ar pennabeg o vezañ dispignoù evit an implijidi, dafariadoù an Internet, mizoù beajiñ ha mizoù kevala, damgempouezet gant ur c'hresk er mizoù gwirel, mizoù bank, garedonoù ha yalc'hadoù.
  • $41,17 MM eo stad ar c'hef d'an 31 a viz Kerzu 2012.
Video eus emvod miziek Fondezon Wikimedia a-zivout ar muzulioù hag an obererezhioù, da geñver miz Genver (7 a viz C'hwevrer 2013).

Keleier all

Amestez 274301 Wikipedia

Un asteroidenn anvet Wikipedia

Gant ur c'hoskoriad steredoniourien ez eo bet divizet reiñ an anv 274301 Wikipedia d'un asteroidenn nevez-enrollet. Gant Andriy Makukha, unan eus merourien Wikimedia Ukraina, e voe kinniget an anv. 3,68 bloavezh eo padelezh amestez Wikipedia tro-dro d'an Heol, ha war-dro 1-2 km eo he zreuzkiz.

Lenad skramm eus ar benveg Article Statistics and Quality Monitor ("Gouarner Perzhded ha Feurjedadennoù ar Pennadoù") er Wikipedia alemanek.

Ar raktres RENDER, kellidet gant Unaniezh Europa, a embann binvioù da skoazellañ ar sevel pennadoù

RENDER (REflecting kNowledge DivERsity, "Reiñ un asked eus diseurtelezh ar ouiziegezh") zo ur raktres a dri bloavezh bet boulc'het e 2010 ha kellidet gant Unaniezh Europa. Unan eus ar gevelerien eo Wikipedia Alamagn. E dibenn miz Genver, RENDER a embannas daou vengeg da skoazellañ an embann e Wikipedia : an Task List Generator (TLG) a sav listenn ar pennadoù, e rummad pe rummad, o deus ur giton "Labour a chom" pe o deus mankoù all, evel an diouer a skeudennoù ; an Article Statistics and Quality Monitor (ASQM) "a ginnig un alberz eus perzhded ha stad forzh pe bennad er Wikipedia". A-douez ar stlennoù a zo en ASQM e c'haller menegiñ an niver a zaveennoù a zo er pennad, an niver a wezhioù m'eo bet tizhet, hag ur geñveriadenn ouzh e liammoù gant yezhoù all, a c'hall diskouez emañ en ur yezh ha n'emañ ket en ur yezh all.

Skritelloù Wiki Loves Monuments e hall pennañ porzh-houarn Varsovia

Diskouezadeg Wiki Loves Monuments en ur porzh-houarn polonat

E-pad teir sizhunvezh e voe gwellañ luc'hskeudennoù Wiki Loves Monuments 2012 war ziskouez e porzh-houarn Varsovia, an hini brasañ e Polonia. Gant Wikimedia Polonia e voe aozet an diskouezadeg, dre genlabour gant Hentoù-houarn Stadel Polonia a ginnig darvoudoù sevenadurel digor e lod porzhioù-houarn ar vro.

Enselladenn ar merañ hag ar c'hudennoù kenniñv lazioù e Wikipedia R-U

E miz Genver ez echuas Compass Partnership, ur strollad kuzulierien eus ar Rouantelezh-Unanet a labour war ar merañ diarc'hantus, sevel un danevell a-zivout framm-merañ Wikimedia R-U hag an doare ma reas war-dro kudennoù kenniñv lazioù. Gant ar Fondezon ha Wikimedia R-U kevret e oa bet goulennet an danevell e miz Here 2012, da heul breutadennoù er gumuniezh diwar-benn galloudelezh kenniñvoù lazioù savet diwar un aridennad raktresoù troet war-du an diavaez, evel Gibraltarpedia ha Monmouthpedia. Lies erbedadennoù zo en danevell, a-zivout an doare da wellaat ar reolennoù hag an argerzhioù.