Admin activity review/Notice to inactive right holders/br
Please select a language and use the text without <translate> tags by using the button "View raw source":
Hoc’h aotreoù araoket war XXXX
Demat deoc'h. Kemeret eo bet ur politikerezh a-zivout tennañ ar "gwirioù araokaet" (merour, bureviad, merour etrefas, h.a.) gant emglev hollek ar gumuniezh e 2013. Hervez ar politikerezh-mañ emañ ar stewarded o sellet ouzh obereriantiz ar verourien war holl wikioù an Diazezadur Wikimedia hep politikerezh dioberiantiz ebet
Klotañ a rit gant an dezverkoù dioberiantiz (kemm ebet nag ober marilhet ebet abaoe 2 vloaz) war ar wiki-mañ. Hervez a ouzomp, n’eus ket gant ar wiki-mañ eus un argerzh ensell, neuze e vo graet gant an hini hollek.
Ma fell deoc’h derc’hel hoc’h aotreoù e tlefec’h reiñ da c’houzout d’ar gumuniezh o deus ar stewarded kaset an titouroù-mañ deoc’h a-zivout ho tioberiantiz. Lezet ez eus bet ur gemennadenn d’ar gumuniezh a-zivout an argerzh-mañ e Tavarn ar wiki-mañ ivez. Ma kaoz ar gumuniezh a-zivout ar sujed-mañ ha ma fell dezhi lakaat ac’hanoc’h da zerc’hel ho kwirioù, kit e darempred gant ar stewarded e m:taolenn kemenn ar stewarded, ha liammit ouzh ar gaozeadenn er gumuniezh lec’hel ma embann o soñj da lezel ho kwirioù ganeoc’h.
Ma fell deoc’h dilezel ho kwirioù, goulennit ma vo tennet ho kwirioù war Meta mar plij.
Ma n’eus respont ebet goude ur miz e tenno ar stewarded ho kwirioù merour ha/pe bureviad diganeoc’h. Ma n’eo ket sklaer an traoù e raio ar stewarded un diviz en ur zerc’hel kont eus ar respontoù ha reiñ a raint ar gumuniezh da c’houzout ar pezh a vo bet divizet evit ma c’hall ober evezhiadennoù. M’ho peus goulennoù, kit e darempred gant ar stewarded mar plij.
A wir galon.