Licensing tutorial/br

From Meta, a Wikimedia project coordination wiki
Preview of the original artwork (in English)
  • Un nebeud kuzulioù pleustrek evit gallout kemer perzh e Wikimedia Commons
  • Gallout a rit enporzhiañ an oberennoù krouet ganeoc'h-c'hwi.
    • En o zouez skeudennoù ha videoioù :
      • gweledvaoù naturel, loened, plant
      • tudennoù foran pe tud bet tapet e-kerzh darvoudoù foran
      • traezoù pe ostilhoù hep tamm perzh arzel ebet
    • grafikoù, kartennoù, diagrammoù ha sonioù bet savet ganeoc'h
    • Dalc'hit soñj : mar divizit kenrannañ hoc'h oberennoù war Wikimedia Commons ec'h aotreit neb d'o implijout, eilañ pe gemmañ hep goulenn an aotre.
  • Ne vez ket degemeret an oberennoù krouet gant un den bennak all pe deveret eus labour un den bennak all
    • Dre ziouer, berzet eo enporzhiañ oberennoù tud all
    • Da skouer :
      • logoioù
      • goloioù CD ha DVD
      • skeudennoù bruderezh
      • tapadennoù skramm abadennoù skinwel, filmoù, DVD-où, meziantoù
      • tresadennoù tudennoù skinwel, bannoù-treset pe filmoù, ha pa vefent bet treset ganeoc'h
      • ar pep brasañ eus ar skeudennoù kavet war ar Genrouedad.
  • ... nemet e daou zegouezh :
    • Enporzhiañ a c'hallit oberenn unan bennak all mard eo bet aotreet gant an aozer anezhi hec'h implijout, hec'h eilañ, he c'hemmañ hag he gwerzhañ.
    • Enporzhiañ a c'hallit skeudennoù arz kozh bet tapet ganeoc'h, delwennoù ha pezhioù arrebeuri istorel pe savadurioù kozh pe tapet ganeoc'h (dre-vras koshoc'h eget 150 vloaz).
  • Ent-berr...
    • Enporzhiañ a c'hallit hoc'h oberennoù dibar savet ganeoc'h-c'hwi.
    • N'hallomp ket degemer oberennoù savet gant tud all hep un aotre a-ratozh evit en ober.
    • Trugarez evit ho skoazell ;
  • Ezhomm skoazell ? Goulennit mar n'oc'h ket sur.
  • MAT
  • PAOUEZ
  • MAT EO PEP TRA
  • PAOUEZ