Jump to content

Translation requests/WMF/Fundraising pages/Roadoù

From Meta, a Wikimedia project coordination wiki

(ang) (ar) (ast) (bg) (br) (ca) (cs) (de) (en) (el) (eo) (es) (et) (eu) (fr) (gl) (hu) (ia) (id) (it) (ja) (ko) (nl) (nn) (pl) (pt) (ro) (ru) (sl) (sr) (su) (sv) (th) (tr) (ur) (vi) (wa) (zh) edit


Ijinit 'ta ur bed ma c'hallfe pep hini tapout gouziegezh evel ma kar evit netra...
...skoazellit ac'hanomp ivez ha roit un tamm arc'hant !


  $00 000,00
titouroù ouzhpenn (en)

19:00 UTC 2005-08-22

Un aozadur n'eo ket e bal gounit arc'hant eo Wikimedia Foundation Inc. E bal eo harpañ krouiñ ha skignañ danvez frank a wirioù lakaet e plas a-drugarez da veziantoù eus ar seurt wiki. Magañ a ra ur rouedad ha roadennoù stlenn, peurgetket evit Wikipedia, Wikeriadur, Wikiarroud, Wikilevrioù, Wikimammenn ha Wikimedia Commons.

Perak reiñ ?

Wikimedia hag e raktresoù n'int ket broudet gant ar c'hoant da c'hounit arc'hant. Sellet ouzh (hor raktresoù). N'eo ket hon doare mont da dennañ gounit eus ar bruderezh kennebeut. Ouzhpenn, ne fell ket deomp lakaat den da baeañ tra, nag an aozerien a gemer perzh, nag al lennerien a lenn ac'hanomp. N'eus implijad gopret leunamzer ebet. Graet eo al labour penn-da-benn gant tud a-youl-vat strewet dre ar bed-holl.

An tremenerezh bras war ho lec'hiennoù a c'houlenn servijerioù galloudek evit kenderc'hel da bourchas an tu da sellet aes ouzh hor roadoù.

Ha pa implijfemp meziantoù frank a wirioù, n'eo ket digoust an dafar stlenn. Gant an dafar zo ganeomp bremañ n'omp ket evit kenderc'hel da warantiñ da virviken fiusted ha tizh ar respont o deus ezhomm hor raktresoù da gaout. Mar kemerit perzh e wikipedia, n'oc'h ket bet hep merzout sac'hadennoù berrbad hag amzerioù respont hirbad a-berzh ar servijerioù. Evit gwellaat kement-se hon eus ezhomm muioc'h a servijerioù ha servijerioù fonnusoc'h. A-drugarez da roadoù brokus hon eus gallet prenañ un hollad servijerioù ret. Ezhommoù all zo e-keñver ar bann drafet (profet evit 50% anezhañ gant Jimbo Wales), ar c'houstoù trezalc'h, ar prenañ anvioù domanioù hol lec'hiennoù, ar mizoù deuet diwar diorroadennoù zo eus meziant MediaWiki ha, diouzh an dro, evit ur skoazell arc'hant d'ar mizoù-hent. Kavet e vo dre an hir ar munudoù a denn d'hor prenadennoù teknikel da zont war Hardware capacity growth planning.

Gallout a ra ar roadoù bihan bezañ ur mell sikour ! Ar re vras ivez anat deoc'h. Mard anavezit aozadurioù pe hiniennoù a c'hallfe pourchas peadra da Wikimedia, trugarez da gas keloù deomp.

Fin, n'en em santit ket rediet da reiñ arc'hant. Ma n'hoc'h eus ket peadra da reiñ, ne cheñch netra. Gallout a rit kenderc'hel da implijout evit netra an dafar a ginnigomp deoc'h. Roit hepken ma c'hallit en ober ha ma kav deoc'h eo pouezus da Wikimedia kenderc'hel da greskiñ en amzer da zont.

Skoazell d'an diorroerien
Gallout a rit ivez diskouez hoc'h anaoudegezh ouzh hon diorroerien o reiñ un dra bennak dezho.


Evit reiñ

Evit gouzout hiroc'h war an distaolioù telloù liammet ouzh ar roadoù er Stadoù-Unanet, sellet ouzh Diskontañ ar roadoù

Road enlinenn

Road dre lizher post

Mar fell deoc'h kas ur road enlinenn, e c'hallit en ober dre PayPal pe dre MoneyBookers.

Anv hor c'hont evit MoneyBookers ha PayPal zo donation@wikipedia.org. PayPal a ginnig doareoù paeañ en ur wech (ur road hepken) pe dre baeamantoù miziek (ur road dre viz e-pad meur a viz) pe vloaziek (ur road bep bloaz e-pad meur a vloaz).
Template:DonateEUREuroioù europat
Ur wech - Bep miz - Bep bloaz
Template:DonateUSDDollaroù U.S.
Ur wech - Bep miz - Bep bloaz
Template:DonateGBPLurioù saoz
Ur wech - Bep miz - Bep bloaz
Template:DonateCADDollaroù kanadian
Ur wech - Bep miz - Bep bloaz
Template:DonateJPYYen Japan
Ur wech - Bep miz - Bep bloaz

<html> <a href="http://www.moneybookers.com/app/?rid=312838/" target="_blank"><img style="border-width: 1px; border-color: #8B8583;" src="http://www.moneybookers.com/images/banners/88_en_intl.gif" width="88" height="31" border="0" alt="MoneyBookers" /></a>

</html>
Peurliesañ eo izeloc'h mizoù MoneyBookers eget re PayPal.

Gallout a rit ivez kas roadoù dre ar post da vurev Wikimedia.

Wikimedia Foundation Inc.
204 37th Ave N, #330
St. Petersburg, FL 33704
Stadoù-Unanet Amerika

Mar plij, arabat kas arc'hant laosk dre lizher ha n'eo ket dav kas chekennoù urzhioù-paeañ en ur moneiz na vefe ket dollar ar Stadoù-Unanet pe na vefe ket dindan bankoù eus ar Stadoù-Unanet, kement-se abalamour d'ar skodennoù bank re uhel. Gant un urzh-paeañ post etrebroadel pe ur chekenn eus ur bank eus ar Stadoù-Unanet oc'h sur e vo degemeret ho road penn-da-benn gant Wikimedia.


Evezhiadennoù, goulennoù ?

Ma sav ennoc'h an disterañ goulenn evit ar pezh a sell ouzh ar roadoù e c'hallit e gas pe da Jimmy Wales, diazezer Wikimedia (e saozneg mar plij !), pe da guzul-merañ Wikimedia (e saozneg pe galleg).


Disclaimer: Please note that neither this page nor any link on any Wikimedia site pointing to this page should be considered a solicitation to make a donation. Our license guarantees that you are, and will continue to be, free to use our content regardless of whether you can afford to donate.

(Notennit mat mar plij n'hoc'h ket dalc'het dre ar bajenn-mañ pe dre ne vern pe liamm a gas war-du ar bajenn-mañ adal ul lec'hienn stag ouzh Wikimedia da reiñ arc'hant deomp e nep doare. Gwarantiñ a reomp deoc'h e c'hallit implijout an holl zafar kinniget ganeomp pa garit, evel ma karit, pe e vefe bet roet un tamm arc'hant deomp ganeoc'h pe get.)