Translation requests/WMF/Wikimedia statistics/Br:

From Meta, a Wikimedia project coordination wiki

Wikipedia, ar c’helc’hgeriadur digor, eo hor raktres brasañ eus a-bell. Savet eo bet e Genver 2001 hag a-benn Gwengolo 2004 e oa bet lidet ar 100 milion a bennadoù en ouzhpenn 100 yezh. A-benn neuze e oa deuet wikipedia da vezañ unan eus ar 500 lec’hienn vrudetañ er bed a-bezh (mammenn : Studiadenn Genrouedad Alexa diwar-benn an tremenerezh war Wikipedia).

Stadegoù hizivaet bep munud a c’hallit kaout evit an holl raktresoù adal pajenn stadegoù pep raktres :

Ar raktres Wikistadeg gant Erik Zachte zo e bal pouchas studiadennoù stadegel don diwar-benn holl raktresoù Wikimedia. Evit poent e c’haller implijout Wikistadeg evit Wikipedia [1] ha Wikeriadur [2].

Gwelet ivez :

  • Stadegoù kavlec’h war Meta-Wiki, ur roll liammoù evit studiadennoù stadegel dalc’het gant ar c’humuniezhioù.