Keleier Wikimedia, miz Here 2012

From Meta, a Wikimedia project coordination wiki
Jump to navigation Jump to search
This page is a translated version of the page Wikimedia Highlights, October 2012 and the translation is 100% complete.

Other languages:
Bahasa Melayu • ‎Deutsch • ‎English • ‎Nederlands • ‎Piemontèis • ‎Türkçe • ‎Zazaki • ‎azərbaycanca • ‎brezhoneg • ‎català • ‎dansk • ‎español • ‎français • ‎italiano • ‎lietuvių • ‎norsk bokmål • ‎português do Brasil • ‎slovenščina • ‎suomi • ‎български • ‎русский • ‎українська • ‎ייִדיש • ‎עברית • ‎العربية • ‎پښتو • ‎کھوار • ‎తెలుగు • ‎ಕನ್ನಡ • ‎ไทย • ‎中文 • ‎中文(中国大陆)‎ • ‎中文(台灣)‎ • ‎中文(简体)‎ • ‎中文(繁體)‎ • ‎日本語



Keleier digant Danevell Diazez Wikimedia ha Danevell Ijinerezh Wikimedia evit miz Here 2012, gant un dibad eus darvoudoù luskad Wikimedia pouezus all.

Keleier

Merdeadur ha lizherennadur nevez e lec'hienn Wikipedia evit ar pellgomzoù hezoug.

Un tres nevez evit Wikipedia Mobile

Nevesaet eo bet an dreuzell dre bellgomz hezoug war-du Wikipedia e meur a zoare a oa bet arnodet kentoc'h en amlec'hienn hezoug. Pal ar reizhiad-merdeiñ nevez eo aesaat dizoloadur arc'hweloù ha reizhidigezhioù Wikipedia evit ar pellgomzoù hezoug. A-hed ar mizvezhioù a zeu e strivo skipailh an hezougoù evit ouzhpennañ doareoù nevez da labourat evit Wikipedia dre bellgomz hezoug. Er mizioù tremenet en devoa an arload Wiki Loves Monuments degaset un arc'hwel ezkargañ luc'hskeudennoù dre hezoug, an doare nevez kentañ. Evit al lennerien ez eo bet aesaet al lenn a-drugarez da nodrezhioù nevez.

Emvod bezañsel kentañ ar Funds Dissemination Committee (FDC) — Poellgor Dasparzh ar Glad (PDG)

E miz Here en em vodas an nav ezel emouestl eus ar Funds Dissemination Committee (FDC) — Poellgor Dasparzh ar Glad (PDG) a-benn prientiñ o erbedadennoù a-zivout goulennoù yalc'hadoù digant 12 aozadur (11 skourr eus Wikimedia hag an Diazez) a zeuje eus ur glad a dremen $10 milion dastumet dre roadoù da Wikimedia. Er patrom nevez-se e rank ar goulennoù yalc'hadoù bezañ kinniget ez-foran, evit ma vije staliet ur predad arselliñ kumuniezhel a badas betek an 22 a viz Here.

Gant ar skipailh a ra war-dro an FDC e voe notennet pep goulenn diouzh ul listennad dezverkoù :

  • brasjedadur eus an efedusted,
  • barregezh an aozadur evit kas e raktres da bennvat,
  • efedusted arc'hantel ar raktres,
  • perzhioù mat pe fall an doareoù da gas ar raktres da bennvat,
  • brasjedadur eus ar gounid evit al luskad Wikimedia.

Er Signpost (kazetenn sizhuniek saoznek kumuniezh Wikipedia) e voe embannet un danevell hollek eus an notennoù-se hag eus ar sammadoù a zo bet goulennet.

E miz Kerzu e vo embannet diviz ar C'huzul-merañ a-zivout erbedadennoù an FDC.

Hegerzh eo Wikipedia Zero bremañ evit 230 milion a dud goude bezañ bet lañset en Arabia Saoudat ; kresket eo an niver a lennerien en Afrika hag en Azia dija

Saudi Telecom Company (STC) zo bet ouzhpennet da listennad kevelerien Wikipedia Zero, a ginnig Wikipedia digoust d'an dud a implij an Internet dre o fellgomz hezoug. Gant ar 25 milion a dud a zo koumanantet da STC en Arabia Saoudat, e Bahrein hag e Koweit ez eus bremañ 230 milion a dud e 31 bro a c'hall tizhout Wikipedia, un hanter vloavezh goude ma oa bet roet lañs da Wikipedia Zero er bed a-bezh.

Keleier mat zo deuet a-c'houde ur rakpriziadur eus efedoù Wikipedia Zero war an niver a lennerien : ur c'hresk a 77% zo bet en niver a bajennoù Wikipedia bet lennet dre Orange Niger hag unan a 88% dre Orange Kenya en ur predad a bevar miz, ar predad lañs ennañ. E Malaysia, an niver a weladennerien dre an embregerezh lec'hiel Digi a greskas eus 42% goude ma 'z eas Digi gant Wikipedia Zero.


Stlennoù ha luskadoù

Gweladennerien hiniennel dre ar bed e miz Here :

474,9 milion (+4,08% e-keñver miz Eost ; + 4,47% e-keñver warlene)
(stlennoù comScore evit holl raktresoù Diazez Wikimedia ; diwezhatoc'h e miz Du e vo embannet stlennoù miz Here gant comScore)

Goulennoù pajennoù evit miz Here :

19,8 miliard (+3,4% e-keñver miz Gwengolo ; +15,8% e-keñver warlene)
(Stlennoù lugadennoù ar gwazer, holl raktresoù Diazez Wikimedia, tizhadennoù dre bellgomz hezoug en o zouez)

Implijidi kevreet hag oberiek evit miz Gwengolo 2012 (>= 5 embannadenn dre viz er pennadoù, hep ar Bots) :

82 582 (+4,08% e-keñver miz Eost / +2,98% e-keñver warlene)
(Stlennoù an diaz-ditouroù, holl raktresoù Diazez Wikimedia. Notenn : nevez zo e resisajomp ar muzul-se dre lakaat Wikimedia Commons er gont, koulz hag an obererezh a-dreuz meur a raktres.)

Kartenn-danevellañ (enni lies stlennoù feurjedet ha luskadoù war divoud raktresoù WMF) evit miz Gwengolo2012 :

http://reportcard.wmflabs.org/

(Termenadurioù)

Kellid

Berniad enkefioù hag ezkefioù Diazez Wikimedia e-keñver ar Raktres, d'an 30 a viz Gwengolo 2012
Ezkefioù berniet Diazez Wikimedia dre gargoù, d'an 30 a viz Gwengolo 2012

(Evit Gwengolo 2012 hepken emañ ar stlennoù kellidel da vare an danevell-mañ.)

Evit ar maread 01/09 — 30/09/2012 eo ar stlennoù kellidel a zo embannet amañ.

Enkefiad $4 113 523
Ezkefiad
Rann an Teknologiezh $3 274 990
Rann an dastum kevalaoù $588 771
Rann an diorroadur bedel $1 353 447
Rann al leviadur $200 668
Rann Gwir/Breutadennoù ar gumuniezh/Bruderezh $581 916
Rann Kellid/Loazioù denel/Melestradur $1 396 195
Sammad an ezkefiadoù $7 395 987
Sammad ar gounid (ar c'holl) ($3 282 464)

* $2,36 MM eo enkefiad miz Gwengolo e-keñver ar rakjed a $2,44 MM, war-dro $81 k pe 3% dindan ar raktres.

  • Betek an deiziad ez eo $4,11 MM an enkefiad war 12 miz, e-keñver ar $4,36 MM rakjedet, war-dro $245 k pe 6% dindan ar raktres.
  • $2,20 MM eo an ezkefiadoù evit miz Gwengolo e-keñver an $2,77 MM rakjedet, war-dro $577 k pe 21% dindan ar raktres, ar pennabegoù o vezañ un digresk en ezkefiadoù evit an implijidi, er re evit gwazerioù an Internet, er re evit ar beajoù, er re evit ar c'hevala, ar yalc'hadoù hag al loreoù, ha gwazioù e-maez kevrat damgempouezet gant ezkefiadoù brasoc'h evit an emvod-bloaz hollek.
  • Betek an deiziad ez eo $7,40 MM an ezkefiadoù evit 12 miz e-keñver $8,68 MM, war-dro $1,3 MM pe 15% dindan ar raktres, ar pennabegoù o vezañ dispignoù evit an implijidi, evit gwazerioù an Internet, mizoù-beajiñ, mizoù-kevala, ezkefiadoù gwirel, yalc'hadoù ha loreoù, ha gwazioù e-maez kevrat.
  • $22,0 MM eo ar c'hefiad d'an 30 a viz Gwengolo 2012, ar pezh a zo war-dro 6,29 mizvezh a zispignoù.

Keleier all

Galloud ar c'henlabour : daou robot o deus desket e c'hallont dilec'hiañ traoù brasoc'h mar labouront a-gevret — video digant ur pennad-enklask anvet Evolution of Adaptive Behaviour in Robots by Means of Darwinian Selection ("Emdroadur emzalc'h azasaet ar robotoù dre an dibab darwinel"), enkarget e Commons gant ar bot Open Access Importer.

Restroù kleweled enkarget e Commons dre deulioù skiantel digor

E dibenn miz Here e voe ar bot Open Acces Importer degemeret e Wikimedia Commons. Furchal a ra diazezoù-ditouroù evel PubMed Central da gavout restroù kleweled bet ouzhpennet da bennadoù skolveuriek, hag o enkargañ a ra e Wikimedia Commons mar galler o c'haout digoust. Tremen 9 000 restr zo bet enporzhiet dija.

200 den-a-vicher eus GLAM bodet en Alamagn

Ur c'hendiviz etrebroadel anvet Shaping Access! – More responsibility for cultural heritage a voe dalc'het e Berlin d'an 23 ha 24 a viz Here, kenaozet gant skourr alaman Wikimedia ha pemp aozadur all. Tremen 200 dileuriad eus ensavadurioù sevenadurel (GLAM, Galleries, Libraries, Archives, Museums), Wikipedia ha Wiki Loves Monuments en o zouez, a vreutaas diwar-benn an doareoù da aesaat an hent war-du ar glad sevenadurel.

Devezh Ada Lovelace

E kreiz miz Here e voe lidet pevare Devezh Ada Lovelace evit enoriñ degasadennoù ar merc'hed er skiantoù, en teknologiezh, en ijinouriezh hag er matematikoù, e koun Ada Lovelace (1815–1852), a voe un difraosterez war dachenn ar stlenneg. Izili eus Wikimedia a gemeras perzh e meur a zarvoudenn evel "editathons" er British Royal Society hag en Harvard University, ar pal o vezañ gwellaat danvez Wikipedia a-zivout ar merc'hed er skiantoù, hag en ur gouel aozet gant Diazez Wikimedia.

Liammoù etreyezhek etre an holl yezhoù
Ar reizhiad a zo :
liammoù etrewiki
etre an holl yezhoù
=> Liammoù an holl yezhoù d'ul lec'h kreiz nemetañ
Wikidata, pazenn 1 :
liammoù an holl yezhoù d'ul lec'h kreiz nemetañ

Wikidata.org er Genrouedad

D'an 30 a viz Here e tizhas Wikidata ur maen-bonn pa voe ganet e wiki e wikidata.org, ar c'hentañ raktres nevez gant Diazez Wikimedia abaoe 2006. Bez' e vo Wikidata un andon a zitouroù frammet evit raktresoù Wikimedia. Emañ ar skourr alaman o labourat war ar poellad. Teir fazenn zo er raktres. Er bazenn gentañ, a zo boulc'het bremañ, emeur o tastum al liammoù etrewiki a zo etre ar pennadoù a-zivout an hevelep danvez e meur a yezh. Wikipedia Hungaria e vo ar raktres kentañ oc'h ober gant al liammoù etrewiki kreizennet-se.