Jump to content

Diskouezioù dispredet kaset da get

From Meta, a Wikimedia project coordination wiki
This page is a translated version of the page Turning off outdated skins and the translation is 52% complete.
Outdated translations are marked like this.

Abalamour d'arverañ gwelloc'h hol loazioù bevennet, eus ar 15 betek ar 24 a viz Ebrel 2013 e vo kement diskouez estreget Vector legacy (2010), MonoBook, Modern ha Cologne Blue lamet da vat diwar MediaWiki, ha neuze diwar holl wikioù Wikimedia. Mard emañ ho kont stummet evit arverañ unan eus an diskouezioù dispredet,[1] e vo neuziet emgefreek hervez diskouez dre ziouer ho wiki (a zo Vector peurvuiañ).

An diskouez Nostalgia, unan eus an diskouezioù emaomp o lemel

Pet a dud zo tizhet gant kement-se ?

War-dro 0,53% eus implijerien oberiant Wikimedia, ha war-dro 0,39% eus an implijerien oberiant tremen 1 000 kemmadenn dezho. War-dro 0,31% all eus implijerien Wikimedia a vo tizhet ivez, ar re n'int ket oberiant ken (kemmadenn ebet pe gevreadenn ebet e-kerzh ar 6 mizvezh diwezhañ). Un dasparzh feurjedel klok a c'haller kavout amañ.

Petra a rankan ober ?

Mar grit gant Monobook, Modern, Cologne Blue pe Vector (da lavaret eo, mar n'hoc'h eus biskoazh kemmet an dibab-se), ne viot ket tizhet ha n'hoc'h eus netra da ober. Mar grit gant un diskouez kozh ha mard eo an diskouez dre ziouer diouzh ho krad, n'hoc'h eus netra da ober kennebeut.

Anez e c'hallit mont d'an ivinenn Dibar:Penndibaboù en ho pinvioù personel e laez pep pajenn, klikañ war an eil ivinenn ("Neuz"), ha dibab etre Vector, Monobook, Modern pe Cologne Blue kent pouezañ war "Enrollañ ar penndibaboù" e traoñ ar bajenn. Mar n'ouzit kit pe neuz zo ganeoc'h evit ar mare, grit heñvel a-benn gouzout.

Perak e rit kement-se ?

Ar pennabeg eo e rankomp klask ebarzhiñ kement keweriuster nevez emaomp o sevel — keleier etrewiki, doareoù gwelloc'h da c'hedal ar pajennoù nevez, pajennoù-kaozeal aesoc'h da arverañ, hag all — e pep diskouez. Ne c'hallomp ket asantiñ da erlec'hiañ ouzh ur poellad kozh gant unan nevez n'a ket en-dro gant darn eus ar gumuniezh, mat pell zo.

Koust an niver a ziskouezioù eo ar gudenn e gwirionez : kement a re gozh zo ma sav da ger ar mizoù a-fed o c'hempenn (hag a-fed roadennoù neuze). Seul hiroc'h amzer tremenet o klask lakaat un dra bennak da vont en-dro evit nav pe zek diskouez, seul verroc'h a chom evit sevel keweriusterioù nevez pe evit derc'hel hor foellad e ratre. Krennet eo dre-se an niver a draoù a c'hallomp sevel, rak keweriusterioù talvoudus-kenañ a c'hall chom sac'het en abeg da ziskouezioù bet stummet e 2001 pe 2002. En diwezh e rankemp dibab etre sevel gorrek poelladoù bevennet, terriñ al lec'hienn evit darn eus ar gumuniezh, pe lemel diskouezioù ; hemañ diwezhañ zo bet dibabet.

Perak mirout ar pevar diskouez-se ?

Vector, Monobook, Modern ha Cologne Blue a ya en-dro gant holl geweriusterioù Wikimedia. Vector eo an diskouez ofisiel a bourchasomp hag a zalc'homp e ratre evit kement nevezenti hag evit kempenn ar c'hammadoù. An tri all (Monobook, Modern ha Cologne Blue) zo dalc'het e ratre gant danzenerien youlek a ro eus o amzer evit ma vije an diskouezioù-se e kerz an implijidi. Ni, e Wikimedia, a glasko diogeliñ "diskar heneuz" an tri diskouez koshoc'h-se, evit ma c'hallfe keweriusterioù nevez mont en-dro keit ha ma vo tro. Gant an amzer avat, mar torront e rankimp marteze lemel an diskouezioù-se ivez.

Ha n'eo ket an diskouezioù kozh gwelloc'h evit an dud eo gorrek o c'hennask pe o urzhiataer ?

Nann. Gwir e oa gwezhall, rak nebeutoc'h a voneg a oa en diskouezioù hen, met abaoe 2011 ez eus ur c'hemm kalvezel a gas an diforc'h-se da zister (un nebeud kiloeizhbitoù d'ar muiañ, pe nebeutoc'h eget 5% eus pouez ur bajenn voutin).

On the other hand, Vector and Monobook use several background images (unlike, for example, the Classic/Standard skin), which might slightly increase CPU load. Modern and Cologne Blue are free of this issue.

Customized JS/CSS scripts, written to mimic the old skins, will also cause additional download time.

Plijet-bras on gant lod traoù en unan eus an diskouezioù kozh — petra gober ?

An holl ziskouezioù a c'hallit kemmañ gant binvioù personelaat. Mar fell deoc'h e c'hallit kemmañ unan eus an diskouezioù kinniget a-benn sevel tammoù eus un diskouez all. Dre-se e c'hallfec'h mirout traoù a blij deoc'h, ha gouest e vije implijerien all d'ho skoazellañ. Tu zo deoc'h da c'houlenn sikour en davarn.

If you need help, please post clear, actionable, and discrete requests to Tech describing which specific feature from an older skin you would like to see in a newer skin. For example, "I was using the Classic skin and I'd like to use Monobook now. How do I adjust the font to be serif instead of sans-serif?"

Notennoù

  1. ⧼Skinname-chick⧽, ⧼Skinname-standard⧽, ⧼Skinname-myskin⧽, Nostalgia ha ⧼Skinname-simple⧽.