Mizvezh Diplomatiezh Sevenadurel Ukraina 2024

From Meta, a Wikimedia project coordination wiki
This page is a translated version of the page Ukraine's Cultural Diplomacy Month 2024 and the translation is 100% complete.

Mizvezh Diplomatiezh Sevenadurel Ukraina 2024  

[Rouedadoù sokial: #UCDMonth] • [Liamm: ucdm.wikimedia.org.ua]    



Degemer mat er genstrivadeg skrivañ a-benn gwellaat anaoudegezh sevenadur Ukraina war Wikipedia!
  • Petra: Ur genstrivadeg skrivañ eo hag a zo he fal krouiñ ha gwellaat pennadoù a-zivout sevenadur ha pobl Ukraina er muiañ posupl a yezhoù a vez war Wikipedia. Listenn ar pennadoù pouezusañ a zo bet savet gant aozerien ar genstrivadeg. Ar berzhidi oberiant ar muiañ a resevo prizioù.
  • Peur: Ar genstrivadeg skrivañ a vo dalc'het eus 00:01, 1 Meurzh 2024 (UTC) betek an 23:59, 31 Meurzh 2024 (UTC).
  • Penaos: ar genstrivadeg a zo savet en un doare simpl, gant peder bazenn: choaz pennadoù da labourat warno → Gounit poentoù evit ho labour → Klaskit tapout ar muiañ poentoù posupl → Bezit enoret evit ho tegasadennoù!
  • Piv: Pep wikipedour gant ur c'hont krouet ne ra forzh war beseurt wiki a c'hell kemer perzh er genstrivadeg. Evit kemer perzh e rankoc'h kevreañ el lodenn Perzhidi.
  • Perak: Dre ar genstrivadeg-se hon eus spi e vo gwellaet ar pennadoù a zo pouezus evit sevenadur ar bobl ukrainat ha degas gouiziegezh a-zoare war Wikipedia. Ar genstrivadeg a zo aozet gant Wikimedia Ukraina o kenlabourat gant Ensavadur Ukrainian ha Ministrerezh an Aferioù Estren eus Ukraina.